Le Roitelet par Douar_Nevez

kggm
Une 3 ème version cornouaillaise du Roitelet (Le Cloître-Pleyben). Vous pourrez remarquer les "petites" différences ,tout celà dans un rayon de 15 kms. C'est le texte de mon Cousin, préféré...qui m'a fait travailler la prononciation. Enfin, ça lui plaît, j'espère que celà vous plaîra également.

Le texte en breton est mis dès aujourd'hui. Il y a des choses qui ne sont pas dans les livres !!! Ne vous en offusquez pas, s'il vous plaît.
langue, patrimoine, bretonne, sauvegarde
1 commentaire
Publier
Douar_nevez  — Il y a 7 ans

Al laouenan.

Al louenan oa graet e neizh bar loch ar c'harr;
An daou gozh oa aet er-maez.
Karent da gaout un dra bennak da zebriñ evit ar re vihan ha int oa lesket ar re vihan o-unan.
'benn o "rog" (raok ? ) gouze (?), tad laouenan teu en-dro d'ar gêr.

- " Petra zo degouezhet? Piv 'neus graet droug deoc'h, bugale ? Tres ar spont zo warnoc'h"
.
- " Met tad, ur mel divalav zo bet. Tres spontus oa war-e-gorre.
Sellet 'neus ba hon neizh gant e zaoulagad vras. Gwir eo! Aon 'meump bet."

- " Kompren a ran, eme tad laouenan, da belec'h eo aet?"

-" Mat, aet eo kuit dre-ahe."

-" Gortozet ac'hanon, eme tad laouenan, me zo o vont da glak anezhañ. Ne ret ket biloù, bugale, me zo o vont da dapet anezhañ."

Ha nij war e lec'h!
Ba c'horn pleg kentañ, eñ 'degouezh gant al leon o vont gant e hent. Met tad laouenan 'neus ket aon.
Taol a ra e bouez war gein al leon ha komañs d'ober trouz dezhañ.

- " Blambetr 'peus ezhomm dont ba ma zi spontañ ma bugale ?"

Al leon ne selaou ket ha mont war-raok c'hoazh.

-" Ne 'peus ket netra d'ober amañ ha lâran deoc'h, ha ma teu deoc'h dont en-dro e klevefec'h trouz.
Gwir eo, ne 'meus ket c'hoant d'ober an dra-se, en o sevel ur pav, met zrailhin ha kein gant ma pav en un daredenn."

Goude pa 'neus echuet e teu en-dro ban neizh.

- "Setu aze, bugale. Lâret 'meus e begement dezhañ. Ne zistroio ket ken.